|
|
¤ Skinwel ¤
Petra zo nevez hiriv 'barzh an tele? Petra o-deus laret e vije va choaz warc'hoazh? A-benn diskuizhañ, gouzout petra zo c'hoarvezet A-benn tremen an amzer, deskiñ ha kompren Hiriv unnek ha pevar c'hant lazhet Gounezet 'peus ur c'harr nevez-flamm Ha war dro tri c'hant mec'h zo bet gwallet Oh Jennifer, pelec'h emañ Chang? Keleier an amzer, adarre Pevarzek kant mil bugel marnaonek Pebezh suspens er c'hampionerezh Bez ez eus muioc'h-mui disurentez Fenoz ur c'helfilm gant tud vrudet Keleier an amzer, Pa zibun ar skeudennoù buan ouzh buan dibaouez Hep reoliadur ebet na onestiz na gwiriadur Ar gerioù dremen dre va fenn met n'eus ket netra da gompren Muioc'h-mui a geleier me evel boaz em c'hador-vrec'h Nann n'eo ket se, n'eo ket ar vuhez! Klask ar wirionez kuzhet e bep lec'h all adarre Diwall diouzh ar bruderez
***
¤ Rok an emskiant ¤
E pep lec'h e klevan 'z eo hor yezh ur binvidigezh Ez eo pep sevenadur un teñzor d'an denelezh Evelkent a welan Ur peurunvanadur dre ret Gant ur stad mac'homer Dindan anv gwirioù mab den Ne gredan ket krediñ ez int-i ken trubard-se Met n'on ket peurzall Dazont ebet ganto poent eo c'hoaz gempenn an ti Bezañ hon unan
¤ Danoet, groupe de rock breton, http://daonet.free.fr ¤
Musik : En Ur Dremen, Danoet
|
|
|
|
|
|